SINEMA – FILMOÙ CHAKOD

Daoulagad Breizh a ginnig deoc’h un dastumad Filmoù-Chakod e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt liammet d’ar genstrivadeg : filmoù spontus, filmoù treuzkas ha dreist-holl filmoù utopek, tematik ar bloaz-mañ ! Peadra da zizoloiñ bedoù ijinet gant brezhonegerien mennet da grouiñ ur film berr-tre (3mn) gant dafar skañv, a c’heller lakaat er chakod ! Hag emgav d’ar Gwener 29 a viz Mae evit ar Chakod Noz e Lesneven (sal an Atalier) ! Un digarez brav evit lidañ ar c’hrouiñ e brezhoneg ! Goude ar skignadenn e vezo profet ar Sardinenn Aour ha prizioù all d’an dud o do kemeret perzh er genstrivadeg, gant sonerezh, marplij !

Sal diskouezadeg

27/06/2026

16 : 45

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025