Ur ganerez hag aozerez brudet eo Lleuwen Steffan. A orin eus Bro-Gembre, bevañ a ra bremañ e menez Are, o rannañ hec’h amzer etre an div vro. Gant Nolwenn Korbell e vez labouret d’un tu war ar sonerezh, kanourez, hag aozerez eo. D’un tu all komedianez eo. Evel kanerez embannet he deus 7 albom ha sonet he deus war leurennoù liesseurt e bro Frañs hag e estren vro. War leurenn GBB e vo an div arzourez evit kinnig d’an arvesterien kanaouennoù divyezhek o veskañ an daou bed.