Tres al lec'h

Monedusted

Digoradur
Digwener da 6 eur
Disadorn ha disul 12 eur
PArklec'h
Emañ ar parklec’hioù e-kichen al lec’h. Parklec’h evit CMI a vo tost al lec’h.
Debriñ
Krampouezh, fritez ha galetez-silzig a vo! Fardet war al lec’h gant boued ar vro. Ar re na zebront ket kig na vezont ket disoñjet. Kasit ho listri ganeoc’h evit skoazell ac’hanomp digresk lastez an darvoud.
Paeañ
E Bilhederezh hag e Ti-bank ar gouel e vo moaien deoc’h paeañ gant pep doare : kartenn-vank, chekenn pe moneiz.
Ho pilhiji e c’helloc’h prenañ en a-raok evit mont buanoc’h d’ar gouel war Weezevent !
Evañ
Bier (ar vro), Sistr (ar vro), chug frouezh (ar vro) ha dour pik-pik a ginnigomp deoc’h. Kasit ho kobeled ganeoc’h. Sur e chom kalz anezho en ho ti! Difennet eo ar gwer war ar gouel.
Kampiñ
E-kichen ar maner e vo tu plantañ un deltenn gant ho mignoned·ezed ha ! Ur parklec’h evit ar c’hirri-kampiñ evo ivez. Privezioù sec’h a vo staliet eno ivez.

Publik
Donemat da bep hini e GBB !
Programm ar gouel a zo leun a abadennoù, c’hoarioù ha sonadegoù gouestlet ivez d’ar vugale !
Ne vo asantet feulster ebet na diforc’hidigezh ebet ! Lennit hor c’harta doujañs amañ.
Tud nammet
Plasoù parklec’h tost ouzh mont-tre ar festival a vo miret d’ar re a zo ur gartenn mont-dont enperzhiañ (CMI) ganto ivez.
Taol grenn ar mintin e yezh ar sinoù troet war ar prim e brezhoneg.

Kenweturañ
Aliañ a reomp deoc’h kenweturañ evit doujañ ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h.
Kit war Bev.bzh evit kavout un oto leun a vrezhonegerien pe brezhonegerezed !
Evit tren, diskenn Ti gare Kemperle, get marc’houarn 20 vin
Chas
Difennet eo ar chas war ar gouel.