Maner Kernod
Maner Kernod a oa bet kroget da sevel er 15vet kantved, ur park 30 hektar tro-dro dezhañ. E-touez ar 5 lec’h meret gant Diazezadur publik ar c’henobererezh “Chemins du Patrimoine en Finistère” emañ, gant ar raktres sevenadurel : lakaat war wel ar c’hendalc’h, ar cheñchamantoù ha troc’hoù gant an amzer dremenet. Savet ‘vez ganto goulenn an diforc’hioù, ar perzh a vez tu degas etrezomp, ha liesseurted an natur hag ar sevenadur.
Ar greizenn teuliaouiñ hag enklask war al lennerezh dre gomz a zo bet degemeret e maner Kernod. Ul lodenn hag ar greizenn enklask brezhonek ha keltiek (UBO brest) eo. Oc’h ober enklaskoù war ar c’homzoù, forzh peseurt stumm, kement ha war ar faltazi emañ.
Eno e vez kinniget istorioù o lakaat war wel al liammoù gant ar bed a-vremañ. Darvoudoù a bep-seurt a vez a-hed ar bloaz :
diskouezadegoù liesyezhek, da skouer : “Quand la mer monte. Terre et cités englouties” e 2025, hag obererezhioù hanterouriezh : dizoleiñ ar gwez da skouer.
War evezh eo ar maner war ar monedusted, ha neuze d’un doare naturel eo bet dibabet ar maner Kernod evit degemer Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2025.
Diskouezadeg "Quand la mer monte"
Kêriadenn Ys, an Atlantid, Vineta pe Kitej… E maner Kernod e vez komzet diwar-benn ar c’hêrioù mojennel ‘zo bet beuzet dindan ar mor. Anvet “Quand la mer monte”, komzet ‘vez d’ar weladennerien deus kevrinoù kozh, gant pezhioù arzel, danevelloù, kartennoù ha dafar arkeologel. Divyezhek eo an diskouezadeg, a digoret d’un doare dreistordinal evit Gouel Broadel ar Brezhoneg !