Tro-kaer An Taol-Lañs 2023!

10/07/2023

Gourc’hemennoù d’an holl strolladoù tremenet en Taol-Lañs! Un nozvezh brav a zo bet e GBB! Ar bloaz-mañ 8 strollad o deus pignet war al leurenn evit kinnig deomp krouadennoù dibar e brezhoneg 🥳

Aet eo ar maout gant :
Plouz&Foen evit priz 1añ ar rummad a-vicher
Amelik evit priz ar rummad Dazont
Naon evit priz ar Brezhoneg
Tanork evit taol-fromm ar Juri

Plouz ha Foen hag Amelik zo bet dibabet gant juri An Taol-Lañs 2023 evit difenn ar c’hrouidigezhioù a-vremañ e brezhoneg. Skoazellet e vint e-pad 2 vloaz gant skipailh GBB & An Taol-Lañs. Profet e vo dezho sonadegoù hag ur skoazell gant tud a-vicher :)

Gourc’hemennoù ivez da Vrak, Vindotalé, Miss Ninóg ha Dame Angèle
Trugarez da Quinquis, prezidantez ar Juri

D’an holl kevelerien :
EHZ Festibala , Skeudenn Bro Roazhon L’ECHONOVA SKED Collectif Tomahawk Festival Interceltique de Lorient Deus’ta Ti Douar Alre Tafwyl Novomax Radio Naoned radio Breizh Centre Culturel Yezhoù ha Sevenadur
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned