Atalier Lingua Libre

Ur beñveg a stroll eo Lingua Libre. Ijinet eo bet gant Wikimédia. E bro Frañs emañ skoazellet gant ministrerezh ar Sevenadur. Pal ar raktres zo sevel un dastumadeg enrolladennoù liesyezhek.
Gant Lingua Libre e c’helloc’h enrollañ gerioù, troioù-lavar pe frazennoù er yezh a blij deoc’h. Hiziv ez eus muioc’h eget 800 000 enrolladenn e 182 yezh.
Digor d’an holl eo ar porchel. SImpl a-walc’h da implijout. Er beñveg ez eus ul listenn frazennoù a zo kinniget met posupl eo krouiñ frazennoù nevez ivez.
Un doare brav da dreuzkas ar yezh komzet ha da lakaat anezhi da vezañ klevet !
Skipailh Bretagne Numérique – Breizh Niverel a vo war kêriadenn ar brezhoneg evit kinnig deoc’h ar beñveg Lingua Libre, displeg deoc’h penaos implijout anezhañ ha reiñ tro deoc’h tañva anezhañ.

Kêriadenn ar brezhoneg

Sadorn 01.07 | Sul 02.07

14 : 00

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned