Neomak

Da geñver an eskemm a zo bet lakaet e plas etre GBB hag ar Festival EHZ e vez pedet gant pep a festival strolladoù deus o bro. Ur pal zo ganeomp : krouiñ ur rouedad european ar festivalioù e yezh Minorelaet. Ar bloaz-mañ, enor da vro Euskadi. Diskoachet hon eus evidoc’h ar strollad liesvouezhiek NEOMAK !!
Dibabet eo bet gant ar strollad-mañ un titl heñvelstumm evit o fladenn gentañ : Neomak (“loar nevez” e gresianeg). Gwriziennet eo ar 7 maouez yaouank-mañ e bed an trikitixa. Sonet o deus war leurenn tro-dro ar bed evel “Sorginak” Kepa Junkera. Levezonet int bremañ gant sonerezh a-vremañ. Krouet e vez ul liamm etre an daou ved-mañ, gant o raktres hengounel ha nevezenus a vesk sonioù organek ha teknologiezhoù nevez. Ar frankiz o deus kemeret da lakaat e-barzh an trikitixa liv ar sonerezh elektronek evit lakaat an dud da zañsal.

Leur Ñ

Sadorn 01.07

20 : 00

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned