Eskemm gant EHZ

05/07/2022

Beajet ho deus aozerien·ezed GBB betek bro Euskadi evit dizoloiñ EHZ Festibala. Unan e bro Euskadi, hag unan all e Breizh, klasket e vez gant an daou c’houel-mañ lakaat yezhoù minorelaet da vevañ. O vezañ keveler o deus c’hoant GBB hag EHZ eskemm mennozhioù evit lakaat war well ar c’hrouadennoù sevenadurel pep hini en o yezh. Rak kalz traoù zo da zizoloiñ e brezhoneg hag e euskareg, sur a-walc’h e vo graet kejadennoù a-feson !
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned