Titouroù


AR BILHEDEREZH EVIT GBB#2023 N’EO KET DIGORET C’HOAZH!

Kavout boued

Meur a lec’h a zo war ar gouel evit debriñ (ha debriñ mat).

Krampouezh, kig dañvad rostet, fritez ha silzig. Ar re na zebr ket kig ne oant ket bet disoñjet koulskoude (bara pok-ha-pok gant legumaj rostet, krampouezhenn gant fourmaj pe vi pe an 2).

Kenweturañ

Aliañ a reomp deoc’h kenweturañ evit doujañ ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h.

Kit war bev.bzh evit kavout un oto leun a vrezhonegerien pe brezhonegerezed !

Bez eus ivez ur bajenn “darvoud” GBB war Mobicoop.

Kretadennoù

Evit ho koulennoù diwar-benn ar c’hretadennoù hag an darempredoù gant ar mediaoù, deuit davedomp.

Kavout bod

Roll ar bodoù tost eus GBB a vez kavet er bajenn “Kavout bod”.

Paeañ

E Bilhederezh hag e Ti-bank ar gouel e vo moaien deoc’h paeañ gant pep doare : kartenn-vank, chekenn pe moneiz.

Ho pilhiji e c’helloc’h prenañ en a-raok evit mont buanoc’h d’ar gouel war Helloasso !

E kreiz-kêr Langoned e vez kavet ur bilhedaouer (Kef al Labour-douar). War ar gouel e vo graet nemet gant Lurioù. Moaien ‘vo deoc’h eskemm ho euroioù e Ti-bank ar gouel.

Publik

Gouel an holl eo GBB !

Programm ar gouel a zo leun a abadennoù, c’hoarioù ha sonadegoù gouestlet ivez d’ar vugale !

Ne vo asantet feulster ebet na diforc’hidigezh ebet ! Lennit hor c’harta doujañs amañ.

Tud a-youl vat

Evit aozañ #GBB2023 ‘zo ezhomm tud a-youl vat evit kas da benn pep tra. Muioc’h a titouroù e vo kavet ganeoc’h war ar bajenn Bezañ a-youl vat !

Tud nammet

Plasoù parklec’h tost eus mont-tre ar festival a vo miret d’ar re a zo ur gartenn mont-dont enperzhiañ (CMI) ganto ivez.

Privezioù a-zoare a zo e sal ar gouelioù hag e mediaoueg Langoned.

Taol grenn ar mintin e yezh ar sinoù troet war ar prim e brezhoneg. Taolioù krenn all troet war ar prim e yezh ar sinoù (LSF). Un abadenn evit ar vugale e Yezh ar sinoù (Klew Poupon).

Eñvorennoù

An eñvorennoù bravañ a vo ar re a chomo ‘barz ho penn evel-just ! Met evit ar re a fell dezho skoazell ac’hanomp hon eus savet t-shirtoù, chupennoù ha gobeledoù kinklet gant liv ar gouel…