Sell aze un daouad a live “etrevroadel” ! Krismenn, rapour brezhoneger brudet e Breizh a genlabour bremañ gant an Dj Shamoniks o tont eus korn bro Kerdiz, e Bro Gembre.
Savet o deus o zaouad e-mesk an darvoud anvet Kann an Tan, savet gant Trac Cymru e Bro Gembre, ar Festival Keveler da GBB : An Tafwyl ha gant labour liammiñ an arzourez Lleuwenn Stefan. En abadenn emañ Krismenn o rapiñ pe o kanañ mod hengounel war Beat an Dj Shamoniks. Nerzhus ha fresk an abadenn, ni lar deoc’h. Da zizoleiñ e penn an noz d’ar Sadorn 1añ a viz Gouere war Leurenn Ꝃ.