Evel boaz, digoret eo bet GBB gant An Taol-Lañs. Hag ur sapre nozvezh eo bet ! C’hoariet o doa ar strolladoù war leurenn vras GBB, e Maner Kernod e Mellag.
3 strollad disheñvel-mik a zo bet gwellet e Rummad Dazont : Yannick Jaouen, Balafenn hag An Abhain.
5 strollad deus kemeret perzh er rummad A-vicher evit lakaat war-vel o raktresoù liesseurt : Anna Graham, Klara Ninn, Skrilh, Muncai ha Tanork.
Deuet eo ar maout gant strollad metal e brezhoneg Tanork er rummad a-vicher. C’hoariet e vo ganto, da c’houde, war leurennoù kevelerien al leurenn-lañs : Deus’ta, ar FIL en Oriant, an Novomax …
D’an tu all, eo bet plijet ar juri gant An Abahain er rummad “Dazont”. Seniñ a ra gitar, o kanañ pozioù nevez kompozet ganti e brezhoneg. Heuliet ‘vo anezhi e-pad 2 vloavezh ha posubl ‘vo dezhi pleustriñ en sal sonerezh a-vremañ An Echonova.
An novezh ‘zo bet echuet gant ur sonadeg dreistordinal eus Plouz & Foen ha Yourica met pas nemetken…pedeteo bet ganto, war al leurenn, kanerien yaouank all evit lakaat war-vel raktresoù nevez Rap e Brezhoneg !
Sonadegoù liesseurt a zo bet war leurennoù GBB d’ar Sadorn ! Amelik ha Mouss, Tan, An Abhain, Talulah eus Bro-Gembre, Tanork, Zetkin eus Bro Euskadi Norzh da skouer, o deus sonnet war al leurenn ꝃ !
Gant Ar strollad Taran eus Bro-Gembre eo bet digoret al leurenn Ñ. Lec’h eo bet gwellet goude Brieg Guerveno ha La Mal Coiffée eus Bro-Okitania.
Ur fest-noz 100% e vrezhoneg a zo bet ivez war al leurenn Ñ, gant Fall Foen, Landat/Moisson, Kaouenned, Maela & Anouk, Dufleit/Gauthier.
Abadennoù c’hoariva evel “Hi ‘ni eo Molière” gant Nolwenn Korbell deus graet berzh ivez !
Taolioù-grenn “100 vloaz Gwalarn”, “Naouedegezh artifisiel” hag ur saloñs selaou oa ivez da Sadorn :
Met ivez c’hoarioù liesseurt, tañvaoù d’ar gouren, gimmik Manej…
D’ar Sul eo bet degemeret abadenn dibar Bugale GBB gant 250 bugel war al leurenn o kanañ asambles war leurenn vras GBB ! D’ar c’houde mil plijet omp bet da zegemer raktres nevez flamm Denez O’Tridal hag echuet eo bet ar gouel war al leurenn-mañ gant sonadeg nevez Madelyn Ann
D’ar memes koulz war an eil leurenn eo bet digoret an devezh gant an daouad Egin. Tu zo bet da welout ivez an abadenn Klew, sonadeg Emezi, Lleuwen ha Nolwenn Korbell.
D’ar Sul ivez, filmoù berr ‘zo bet skignet ha kontadennoù ‘zo bet ‘tu da selaou a-hed an abardaez !
Hag evel-just tu oa da adkavout abadennoù liesseurt evit ar vugale evit ar sirk pe an dremm-livaj.