Plouz&Foen ‘zo ur strollad Rap e Brezhoneg savet e 2018. Izili ar strollad a zo ToutZ, beatmaker ha rapour er strollad, ha KValou, rapour ivez er raktres. Setu hirie int lañset endro, prest da zifenn tonioù nevez war al leurenn. Ur stil liesseurt a zo ganto, o vont war-zu tonioù Boom Bap, pe Trap, gant skridoù dous pe c’hwerv, sioul pe nerzhusoc’h. Prest da blantañ tan war al leurenn kement hag er c’hevezerezh, ken flammus ma‘z eo ar plouz hag ar foen.