Madelyn Ann

Etre pop ha rock aerel eo sonerezh Madelyn Ann, etre London Grammar ha Coldplay. Dibabet he deus Madelyn Ann da ganañ e brezhoneg dreist-holl. Gant he mouezh dous ha galloudus e vez roet ul liv saoz pe skandinavek d’ar brezhoneg ha lakaat a ra an dud da huñvreal. Aet eo ar maout get en Taol-Lañs 2021, lec’h eo bet dizoloet ar strollad o seniñ d’un doare tredan evit ar wech kentañ. E 2022 he deus rannet al leurenn gant Denez Prigent ha Nolwenn Korbell. Gortozet eo bremañ ar strollad e festivalioù ar vro : Gouelioù Breizh, Gouelioù-meur Kerne hag ar Festival Etrekeltiek.

Leurenn Ꝃ

06/07/2025

19 : 30

digoust

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025