Klew a zo un arvest seurt ha ne vez ket gwelet bemdez, savet aveit lakaat an dud, ar re vras hag ar re vunut, da huñvreal ha da ruzal er jardin kempennet g’ar beder arzourez. Ur jardrin lec’h ma vez klevet yezhoù disheñval : brezhoneg, galleg, yezh ar sinoù sonet ha dañset, tresadennoù, hag èl rezon : muzik. « Didosteit kozh ha yaouank didosteit da glevet… »