EMEZI zo un daouad leun a startijenn awenet gant ar pop hag an RnB. An elfenn dic’hortoz ? Kanañ a reont testennoù e brezhoneg met gant un doare nevez flamm da ober. Levezonet gant kanerezed brudet evel Beyoncé pe Dua Lipa e lakaont ar selaouerien da dridal gant o harmonioù mouezh lipet hag ur groove digontrolus !