Kinnig-labour evit GBB 2023

31/01/2023

Emañ ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg o klask ur skoazeller·ez evit kenurzhiañ GBB. Aozet e vez gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg ar festival Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) bep eil bloaz e-pad tri devezh. E 2023 e vo aozet ar gouel e Langoned (56) eus an 30 a viz Mezheven d’an 2 a viz Gouere. E-touez palioù ar post labour, ez po d’ober war-dro :

• Skoazell sevel skipailhoù tud a-youl vat (tuta, sevel an implij-amzer, kelaouiñ) ha kemer perzh d’ar standoù kelaouiñ e Langoned. Degemer ar re a-youl vat e-pad ar gouel. Sevel ur bilañs.
• Skoazell aozañ ur marc’had artizanel ha buheziñ war kêriadenn ar c’hevredigezhioù anvet Kêriadenn ar brezhoneg » : heuliañ en enrolladennoù, kenaozañ an abadennoù, raksoñjal an ezhommoù a-fed tud ha dafar…
• Kemer perzh er festival evit ma tremenfe pep tra vat.

Deiziad kregiñ gant al labour : 17/04/2023
Kevrat termenet 3 miz, 35 eurvezh dre sizhun

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025