Digor d’an holl eo An Taol-Lañs. Ar pal eo lakaat da zizoloiñ ho sonerezh a-vremañ krouet e brezhoneg. An holl doareoù seniñ a c’hell bout kinniget, er-maez ar c’hiz hengounel. Setu reolennoù pennañ ar c’henstrivadeg :
- Eus an testennoù diembann e vo graet stad, dreist pep tra, gant ar juri. Difennet eo adkemer pe treiñ testennoù zo deuzoute dija.
- Ar ganaouenn pe an destenn a vo eilet gant ur benveg pe gant meur a hini.
- Div ganaouenn a vo kanet gant ar strollad d’an nebeutañ (ha ne c’hallo ket e dro war al leurenn padout ouzhpenn 15 munutenn).
- Daou rummad a zo d’al leurenn-lañs : “A-vicher” ha “Dazont” (evit an amatourien·ezed).