PRED KANET

Digor d’an holl eo, d’ar re vras ha d’ar re vunut, d’ar re gozh ha d’ar re yaouank, d’ar re veje, d’ar re a zebr kig, merc’hed ha paotred, evit debriñ ha kanañ a-greiz Kalon, dindan gabaret GBB. Un hengoun a zeu eus pell eo. A-viskoazh ‘zo bet kanet ba pep friko, evit plijadur ar ganerien.ezed hag ar selaouerien.ezed. Ba GBB ‘vo klevet kanaouennoù bet dastumet ba ‘r Vro ha reoù nevez savet. ….. E mod-se ‘vo treuzkaset hor yezh hag hor sevenadur. Deuit tudoù, Rak plijadur ‘vo sur ! Degemeret e vo betek 120 plas a vo posubl degemer dindan an deltenn sirk. Ur priz hag ur roll meuzioù ispisial fardet gant kalon ha produioù ar vro a vo kinniget deoc’h. Embannet e vo war lec’hienn gbb.bzh hag hon rouedadoù sokial a-benn nebeud.

Leurenn Ꝃ

28/06/2026

12 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025