Pemp bloaz goude votadeg al lezenn Molac, ha bremañ petra ‘vo graet ?
Daoust hag-eñv eo bet chañchet traoù da vat evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù abaoe ? ha penaos mont war-raok neuze ? Al lezenn eus an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwarez glad ar yezhoù rannvro ha brudañ anezho, lesanvet “Lezenn Molac” a ya d’ober, e meur a geñver, al lezenn wirion gentañ evit brudañ ar yezhoù “rannvro” bet votet e Frañs. Al lezenn-se a c’hall bezañ gwelet ivez evel al lezenn gentañ evit ar c’helenn yezhoù “rannvro” er skol.
Gant al lezenn Molac ez eus bet degaset kalz a spi ha gortozioù e-touez difennerien ar brezhoneg hag ar yezhoù “rannvro” dre vras. An disfiz darnel eus daou bennad gant ar c’huzul bonreizh, hini aotren ar sinoù diakritek, evel an Ñ eus Fañch hag an hini a denn d’ar c’helenn dre soubidigezh en deus kaset da vanifestadegoù e meur a diriad e Frañs evel e Gwengamp e Breizh. E Breizh eo bet sinet e miz Meurzh 2022 ar c’henemglev a-ratozh evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdeziek (2022-2027), bet ar c’hentañ (ha nemetañ betek-henn) kendivizad bet sinet e Frañs o kemer harp war al lezenn Molac. Lakaet e oa bet palioù uhelek da bal 30 000 skoliad en hentadoù divyezhek e 2027, tost da 50 % eus ar postoù e kenstrivadegoù kelennerien ar skolioù evit ar genstrivadeg ispisial evit ar brezhoneg pe hollekaat kelenn ar yezh er skolioù, er skolajoù hag el liseoù e-maez eus an hentadoù divyezhek. Ne vo ket tizhet ar palioù-se pell ac’hano pa’z eo aet an niver a skolidi en hentad divyezhek war-gil evit ar wech kentañ e distro-skol 2025 dindan barrenn arouezel an 20 000 skoliad. N’eo ket bet boulc’het c’hoazh ar c’helenn yezhoù er skolioù en desped da vellad 7 al lezenn Molac o sevel ur mellad nevez evit se e kod an Deskadurezh (L 312-11-2). Abalamour d’ar stankadenn-se e oa bet kaset ur reked d’al lez-varn velestradurel a-enep ar Stad e miz Genver 2025 gant ar gevredigezh Kelennomp! ha gant ar c’hevread Div Yezh abalamour ma ne oa ket sevenet he endalc’hioù. Ar c’hevread Diwan en deus engouestlet ivez rekourioù a-enep kumunioù zo evit ma ne vefe ket paeet an treziad skol e-barzh al lezenn Molac. Hiziv an deiz e seblant an disoc’h bezañ dipitus bras eo evel m’en diskouez danevell kelaouiñ ar Sened, embannet e miz Here 2025, ha kaset da benn gant ar gefridi kelaouiñ diwar-benn lakaat al lezenn Molac da dalvezout gant ar senedour euskarat Max Brisson hag ar senedourez vreizhat Karine Daniel.
Peadra da gaout spi c’hoazh evit an dazont ? Pa oa bet embannet an danevell e tisklêrias ar senedourez Karine Daniel “Ne vo lakaet al lezenn da dalvezout nemet ma vo krog an dilennidi, ar geodedourien, ar c’hevredigezhioù da vat enni”.
En daol grenn e vo an Karine Daniel, kendanevellerez Danevell ar Sened diwar-benn Priziañ al Lezenn Molac, Paul Molac evel kannad daneveller al Lezenn ha kuzulier rannvro, Erwan Balanant kannad ar bastell-vro hag ezel eus bodad-studi ar Vodadenn Vroadel war ar Yezhoù Rannvro, Anne-Sophie Brats prezidantez Diwan, Rémi Toulhoat bet prezidant ar c’hevread Div Yezh, Stéphanie Stoll, bet prezidantez Diwan ha kuzulierez-rannvro hag ivez an alvokad François Marani doktor war ar gwir foran, douger ar reked a-enep d’ar Stad en abeg n’eo ket sevenet e endalc’hioù e-keñver ar c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh.
Taol grenn lusket gant Loieza Alle, kazetennerez ar gelaouenn “Bretons”