Faot a ra deoc’h profitañ eus un abadenn ispisial en ur fiziañ ho pugale da dud stummet evit ober àr dro anezho ?
Amañ emañ diwallerezh GBB evidoc’h ! Buhezet e vo get 2 zen divyezhek, an DABU ganto, evit ober war-dro bugale adalek 3 bloaz betek 10 bloaz.
Roet e vo dezho mareoù plijus ha dudius, e brezhoneg hag e galleg.
D’ar Sadorn ha d’ar Sul, etre 2e ha 7e noz.