Evit ar wezh kentañ e kinnig GBB ul leurenn digor d’an holl evit mont da rapiñ pozioù skrivet e brezhoneg. Ma ‘z out mennet, deus da unan pe gant mignoned war leurenn ar mikro-digor evit kinnig da bozioù e brezhoneg d’ur publik arvesterien brezhonegerien·ezed.