Ur soner akordeoñs eus ar re varrekañ eo Thomas Moisson. Kejet en deus gant Lors Landat e 2008, ha gant e vouezh a-feson eo bet savet un daouad dibar. Dindan 10 vloaz eo bet dalc’het ganto ouzhpenn 400 sonadeg e bro C’hall (Erer Kozh, Gouel Etrekeltiek an Oriant, An Dolgenn Aour e Redon, Yaouank e Roazhon) met ivez en estren vro (Stadoù-Unanet, Bro-Spagn, Romania, Bro-Saoz… Un daouad anavezet, e-touez ar re muiañ karet eus ar sonerezh Breizhek an hini eo.