Kemmet e vez harzhoù ar sonerezh e yezhoù kelt ganti. Gwriziennet don he son en amzer gwezharall, ha troet war zu an dazont war an dro! Peurbabus ha nevez penn da benn e seblant bezañ he sonerezh – ur meskaj etre milzin hag oabrenn, etre hengoun ha krouidigezh a-raok e amzer.