Daoulagad Breizh a ginnig deoc’h un dastumad Filmoù-Chakod e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt liammet d’ar genstrivadeg : filmoù spontus, filmoù treuzkas ha dreist-holl filmoù utopek, tematik ar bloaz-mañ !
Peadra da zizoloiñ bedoù ijinet gant brezhonegerien mennet da grouiñ ur film berr-tre (3mn) gant dafar skañv, a c’heller lakaat er chakod ! Hag emgav d’ar Gwener 29 a viz Mae evit ar Chakod Noz e Lesneven (sal an Atalier) !
Un digarez brav evit lidañ ar c’hrouiñ e brezhoneg ! Goude ar skignadenn e vezo profet ar Sardinenn Aour ha prizioù all d’an dud o do kemeret perzh er genstrivadeg, gant sonerezh, marplij !