Kaolila a ginnig tonioù fromus pe strafuilhus, ganto blaz sall ar strinkadoù -mor, blaz taouarc’hek ar whisky, a-wechoù skrilh
ar grilhigoù-gwez petramant strakoù an tan dindan al lennoù skornet.
Kanaouennoù skrivet e brezhoneg gant Gege Gwenn, pozioù lakaet war sonioù krouet ha kempennet gant ar strollad. Enno e vez enoret ar maouezed, ar re anavezet gant an istor, ar re a gaver el levrioù kement hagar re dianavezet mik a weler
er straedoù ha peurliesañ na glever ket.
Da zizoleiñ e festival GBB !