Un aozourez, saverez-pozioù ha kanerez 22 vloaz eo Garlonn. Kan a ra e brezhoneg gant ur stil Folk. Kroget he deus gant ar sonerezh da 6 vloaz ha skrivet he deus he c’hanaouennoù kentañ da 16 vloaz.
Sonet e vez ganti benvioù liesseurt : fleüt treuz klasel hag Iwerzhon, traverso, gitar, telenn geltiek. He fal : treuzkas d’an selaouerien·ezed he bed ha kas anezho e-barzh he sonerezh.