Kinniget e vez deoc’h taolioù-krenn ha prezegennoù a-hed an abardaez er vediaoueg.
15:00 – Prezegenn : Kinnig porched nevez an OPAB gant an holl binvioù nevez krouet ganto
Kinniget e vo deoc’h gant Fulup Jakez, rener an OPAB nevezentioù savet ganto evit lakaat ar brezhoneg da vezañ ur yezh troet war zu an teknologiezh niverel : ur porched niverel nevez-flamm, ur vouezh sintetek, un troer emgefre nevez…
16:00 – Taol-grenn : ar brezhoneg er bed niverel ?
Gant krouerien·ezed binvioù niverel e brezhoneg ha gant skouer ar c’hembraeg.
E-pad un eurvezh e vo tu kaozeal asambles diwar-benn ar sujed-mañ. Gant tud an OPAB, kevredigezh an Drouizig, Skol-veur Bangor eus bro Gembre, Mélanie Jouitteau (enklaskerez er CNRS war ar brezhoneg) hag ar c’hannad european François Alfonsi.
17:30 – Taol-grenn : Penaos aozañ treuzkas ar yezh gant teknologiezh a-vremañ?
Gant perzhidi skignañ ar yezh war ar rouedadoù ( “Bretonne” a enez Groe, Heklev Podcast..) : Mook, tutos, podkastoù, YouTube, lec’hienn internet nevez evit deskiñ ar yezh kinniget get an OPAB …
E-pad un eurvezh e vo tu komz diwar-benn treuzkaz ar yezh a-drugarez da vinvioù evel : Mooc, tutos, podcast, youtube…