Zetkin

Ur strollad Punk Feminist eus Bro Euskadi Norzh eo Zetkin. Levezonet diouzhtu gant leurenn Punk alternative ar bloavezhioù 80 betek bremañ. Tonioù punk garage fuloret a vez savet gete. En euskareg e vez skrivet ar pozioù gete, met ivez e spagnoleg hag e galleg. Sujedoù politikel ar gevredigezh a vez lakaet gant Zetkin ‘barzh ar ganaouennoù : feminism, identelezhioù genad, feulsterioù, c’hoarelezh, stourm ar renkadoù, hag all. E-barzh luskad Riot Grrrl ha “More women on stage and back stage” emaint, gant ar c’hoant lakaat war well ar merch’ed ‘barzh bed ar sonerezh.

Leurenn Ꝃ

05/07/2025

02 : 00

entrée avec un billet

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025