STOURM EVIT HOR YEZHOÙ ?

Stourm evit hor yezhoù ? Gouel Broadel ar Brezhoneg a zo un emgav a-bouez evit diskouez eo bev yezh ar vro ! Hiziv an deiz e talc’h tud zo da grouiñ, da ganañ, da c’hoarzhin ha da vevañ e brezhoneg. Degas da soñj an dra-se n’eo ket dister. Met pouezusoc’h a zo : estroc’h evit Ar Redadeg, ar Vretoned hag ar Vretonezed n’o deus digarez all ebet d’en em vodañ evel ur bobl, lorc’h enni a-drugarez d’he yezh ha d’he identelezh. Un digarez eo ivez d’en em soñjal tout asambles, rak pelloc’h evit ar fest eo arabat disoñjal stad an traoù : en arvar bras emañ ar brezhoneg, evel ar braz eus ar yezhoù « bihan » komzet er bed. Penaos ober evit cheñch penn d’ar vazh neuze ? Ober gwelloc’h gant ar pezh hon eus a vefe posubl dija, sur ha n’eo ket marteze… met ne vefe ket trawalc’h. Derc’hel da labourat ha da stourm evel ma ra kalz a gevredigezhioù er vro, ‘mut-u. Ya laouen, met anat eo e ranker mont pelloc’h : enebiñ ouzh al lezenn pa vez fall homañ, ha ledanaat implij ar yezh er stourmoù a zo daou dra d’ober hag a zo bet disoñjet un tamm mat ganimp. Aet e oa da get Stourm Ar Brezhoneg e fin ar c’hantved tremenet, pa oa chomet Ai’ta ! war vord an hent un toullad bloavezhioù zo. Ha peseurt plas evit hor yezh er stourmoù sokial peotramant evit an endro ? Hini ebet peurliesañ. Ha koulskoude n’eo ket ar memes kont e broioù all, hag alies a-walc’h emañ ar re yaouank e penn ar jeu ! E Bro Gembre lakaomp e vez liammet ar stourm evit ar c’hembraeg ouzh hini al lojeiz gant Cymdeithas yr Iaith (kevredigezh ar yezh e brezhoneg, savet e 1962 evit stourm evit ar c’hembraeg, lec’hienn : cymdeithas.cymru). Kement all a vez graet evit an euskareg e Bro Euskadi, hag e-barzh ur strollad evel Bizi (lec’hienn : bizimugi.eu) e vez diwallet ouzh dazont ar blanedenn en euskareg koulz hag e galleg… Se zo kaoz hon eus soñjet e oa pouezus pediñ izili eus ar strolladoù-se da gemer perzh e GBB evit eskemm ha rannañ o skiant ganimp. En-dro d’an daol e vo ivez un den eus Ai’ta ! (savet a varv da vev war a seblant !) hag un den eus HIGA eus Katalunia (HIGA : Hizkuntza Gutxituetako gazte hiztunen topaketA en euskareg, lec’hienn : higatopaketa.eus; Emvod komzerien yaouank yezhoù bihanniver e brezhoneg). Dalc’het e vez an darvoud-se bep bloaz en Euskadi Kreistez gant ar pal bodañ komzerien yaouank yezhoù minorelaet er bed a-bezh evit harpañ ar stourm evit ar yezhoù, sevel liammoù, ha deskiñ an eil digant egile.

Ꝃabared

27/06/2026

14 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025