Dont a ra ur vaouez war al leurenn, prest da brezegenniñ diwar-benn ar skrivagner c’hoariva ar brudetañ er Frañs : Jean-Baptiste Poquelin, da lâret eo Molière.
Sirius a- walc’h e krog an traoù, met setu troc’het he diviz gant… Hi hec’h-unan. E-giz pa vefe unan all, un den enni. Hag an den-se o kaozeal dre he beg dezhi a seblant gouzout pep tra diwar-benn Molière, rak eñ an hini eo Molière… pe hi.
Hag un tabut iskis da sevel etre ar vaouez hag an« hini all » enni. E dibenn ar pezh-c’hoari n’eo ket mui ar vaouez ur brezegennerez anezhi, met Molière e-unan. Hi ‘ni eo Molière e gwirionez. Ha ma n’eo ket sklaer an traoù evidoc’h, displeget vo pep tra deoc’h gant Molière e-unan, pe gentoc’h gant Molière hec’h-unan.