Penaos skoazell ?
Etre miz Even ha miz Eost 2021 hon eus graet ur prantad arc’hantaouiñ a-stroll war Kengo.bzh evit kaout trawalc’h d’ober ur c’hlip video evit ar strollad a yelo ar maout gantañ en Taol-Lañs 2021.
Rastellet eo bet 3210 € a-drugarez d’ho prokusted ! Trugarez vras d’an holl !
Gant ar sammad-mañ e vo enrollet ur c’hlip evit ar strollad rock a gan e brezhoneg MADELYN ANN hag a zo aet ganto ar maout en Taol-Lañs 2021 e rummad “a-vicher”.
N’ho peus ket bet amzer evit kemer perzh er prantad Kengo met c’hoant ho peus da skoazell MADELYN ANN memestra ? Gallout a reoc’h prenañ o EP 4 zon war boutik Mignoned ar Brezhoneg pe war boutik Helloasso ar strollad.

Trugarez vras d'an donezerion ha donezerezed !
Adrien * Anaïs * Andre * Aude * Audrey * Baptiste * Brendan * Divi * Catherine * Eliane * Erwan * Erwann
Gwenn * Gwenole * Haude * Hoel * Jean-Jacques * Job * Karine * Kevin * Laura * Laurent
Lomig * Lors * Maiwenn * Martine * Michel * Moira * Nils * Paul * Renan * Sterenn Ar G. * Sterenn An N.
Tristan * Véronique * Youn
Ha trugarez vras d’hor c’hevelerien evit ar profoù roet evit an arc’hantaouiñ a-stroll : Bretons Magazine ha Stered !
TIZHET 3210€ WAR AR PAL 3500 €
Peadra da beañ ur c'hlip video evit ar strollad eo aet ar maout gantañ er rummad "A-vicher" : MADELYN ANN

Enrollet e vo ar c’hlip e-pad an Nevezamzer 2022 !
En ur c’hortoz e c’helloc’h adwelout Madelyn Ann hag an holl strolladoù all o deus kemeret perzh en Taol-Lañs 2021 war pajenn Facebook GBB & An Taol-Lañs (4 eurvezh live digoust ! ) hag a-benn nebeut war hor chadenn Youtube.