Programm GBB 2021


progamm Gouel Broadel ar Brezhoneg 2021

GWENER 2 A VIZ GOUERE 2021

An Taol-Lañs

7e30-11e45 Noz
(Leur Ñ)

AL leurenn-lañs evit ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg eo “an Taol-Lañs”. Gant al leurenn-lañs ez eo e vez digoret ar festival. Ar pal a zo neuze brudañ sonerezh nevez kompozet e brezhoneg. 8 strollad a vo gwelet ar bloaz mañ, 5 er rummad Dazont (amatour) ha 3 strollad er rummad a-vicher ! Filmet e vo penn-da-benn an abadenn ha skignet ivez dre Facebook Live evit an dud ne c’hellfent ket dont betek Langoned. >>> https://www.facebook.com/events/829167057703091 <<<<

Tonioù a bep stil a c’hell bezañ kinniget. Met ne vez ket asantet tonioù hengounel, o vezañ ma ‘z eus ur mor a genstrivadegoù evit ar sonerezh hengounel dija.

Program - An Taol Lañs
ElMaout

El Maout

00e15-1e45 Noz
(Leur Ñ)

Gant El Maout e vez un tamm sonerezh hag un tamm c’hoariva war ar memes-tro. Krouet eo bet “EL MAOUT” gant Manu Quemiset gant ar soñj ober sonerezh elektronek dre e vouezh hag ul “loop-station”. Ur gwir arvest electro, techno, dub, drum’bass. Kemer a ra neuze mennozhioù er sonerezh elektronek met ivez en hip hop. Ar meskaj-mañ a vez anvet gantañ “électro buccal”. Brezhoneger eo El Maout, bet e Diwan, ha tabouliner kentañ ar strollad Guimol Dru Band eo bet ivez.

SADORN 3 A VIZ GOUERE 2021

Champion an Taol-Lañs

4e20 - 4e50 GM
(Leur Ñ )

Loreidi/loreadezed an Taol-Lañs evit ar rummad a-vicher a vo o seniñ. Da loreidi/loreadezed ar rummad “A-vicher” e vo profet un droiad sonadegoù gopret evit an darn vrasañ anezhe, war leurennoù brudet e Breizh pe en estrenvro ivez !

logo an Taol-Lañs
rouyer-ar-gall-prog

Rouyer/ Ar Gall

4e00-5e00 GM
(pagode "Gwenojenn ar Vugale")

E-touez ar strollad Rouyer/ Ar Gall ez eus Klervi Rouyer hag a son telenn geltiek ha Malo ar Gall hag a son fleüt ha binioù. Gant ar re-mañ e vez sonet tonioù eus Breizh hag eus ar broioù keltiek evit reiñ plijadur d’an holl! Brezhonegerien yaouank int ivez. Tro o do da ginnig deomp o sonennoù e-kerzh un arvest “a-dost”, war ul leurennig tost d’ar publik ! Ur mareig seder e-kreiz an abardaez e vo, e GBB.

Un tañva e video !

Emezi

5e15 - 6e30 GM
(Leur Ñ )

An daouad EMEZI, krouet gant Perynn  Bleunvenn hag Elise Desbordes a gan tonioù e brezhoneg, awenet gant ar sonerezh a-vremañ, kempennet e mod jazz. Gounezet o deus an Taol-lañs, rummad “a-vicher” e Gouel Broadel ar Brezhoneg 2019.

Plijout a ra dezho c’hoari gant an div vouezh ha gant mareoù war ar prim. An testennoù a zo troet war-zu an XXIvet kantved, awenet gant arzourien⋅ezed pop hag hip-hop hag un tamm Rnb a-wechoù. Nevesaus eo o sonerezh e bed ar brezhoneg kanet, sell aze ur bannac’h avel fresk evit an holl ! Trugarez dezhe.

Un tañva e video !

emezi-prog
BRIEG-GUERVENO-prog

Brieg Guerveno

7e - 8e15 GM
(Leur Ñ )

Penn skritell GBB2021 eo ‘blam da meur a abeg : ur hir ha hent en deus graet e bed e sonerezh abaoe 15 vloaz, unan eus ar re gentañ o tremen war leurenn an Taol-lañs eo bet ivez. 2020/21 zo bet evit Brieg hag e strollad ur bloavezh pouezus gant meur a briz resevet : Priz ar CD gant Produet e Breizh, kentañ priz PRIZIOU FRANCE 3 2021 er rummad pladenn ar bloaz. Programet int bet en Erer Kozh hag en Transmusicales Roazhon. Sell aze marc’h-blein nevez ar c’han a-vremañ e bed ar brezhoneg !

Pladenn nevez Brieg Guerveno, Vel ma Vin a ginnig ur sonerezh folk brumennek, kerdin heoliek hag ur vouezh nesaelour e wiad Brieg Guerveno ur c’huntellad e brezhoneg gant un nerzh didrouz ha troidellek. Krouidigezhioù prizius ar breton-mañ, awenet gant mistri ar mod (Ulver, Sigur Ros) zo etre baladennoù livet gant un harozegezh gwazhwelus ha ribourtadennoù teñval. Gouzout hiroc’h war Paker Prod.

Barrut

8e45 - 10e Noz
(Leur Ñ )

BARRUT !! Sell aze ar strollad a estrenvro pedet ar bloaz-mañ e Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ton vo graet da vro Okitania gant Barrut neuze. Unan eus penn-skritelloù ar festival eo. Hag ur pezh abadenn e vo gant un nerzh digredabl a vo treuzkaset d’ar publik a-drugarez d’ar c’han liesvouezhiek, an taboulinoù hag ar gouloù !

En Okitania eo Barrut ul loen graet gant teir maouez ha pevar faotr. Ar strollad-mañ, 7 den ennañ a zo eus Bro-vMontpelhier. Al loen en deus debret kalz e broioù all memes tra evit dizoloiñ sonioù all. En okitaneg e vez kanet gantañ. Kinniget e vo ivez gant 2 ganerez Barrut ur staj kan okitanek d’ar Sadorn 3 a viz Gouere (staj 3 eurvezh 1/2, hanter amzer evit deskiñ teknik ar c’han okitan, hag hanter all ar staj evit pleustriñ ha deskiñ ur ganaouenn okitanek klok).

BARRUT-prog
Diridollou-Lavigne programm

Lavigne - Diridollou

10e -10e20 Noz
(Leur Ñ )

Ur sell, ur son, ur skrijadenn. Peseurt lodenn eus hor c’horf az aio da veajiñ ? Gant kanerezed kan-ha-diskan Diridollou-Lavigne e vez roet deomp energiezh e-leizh dre o mouezh. Ar c’hoant bezañ asambles a vez roet ganto !

Marine Lavigne ha Sterenn Diridollou a zo perzh eus ar strollad  Eben ivez. Pedet e vo an daouad da gas un ton dañs gant Lo Barrut e kerzh ar fest ! Na c’hwitit ket war ar momant dreist-ordinal-mañ.

Un tañva e video !

Talec Noguet Quartet

10e40 -11e40 Noz
(Leur Ñ )

Spered dieub ha korfoù o fiñval, Talec-Noguet Quartet a ginnig deomp sonerezh kevrennek hag hengounel. Nerzh ar vouezh a gemer ac’hanomp. Boest an diaoul a ro ur skoazell a-boz. N’eus ket afer ken kinnig an daouad bet krouet gant Rozenn Talec ha Yannig Noguet, ha laouen-tre eo an holl arvesterien neuze gant an nerzh nevez kaset d’ar strollad gant Klavier Pondovani ha Sakso Timothée Le Bour ! Hag un istorig a zo gant Gouel Broadel ar Brezhoneg, rak hervez klevet en defe kejet an daouad e GBB Kawan ouzhpenn 10 vloaz zo bremañ !

Ur ganerez a-bouez e teu Rozenn Talec da vout e bed ar brezhoneg kanet : brezhonegerez, stourmerez hag engouestlet e diorren ar brezhoneg e Bro-Rostren eo hi. Sell aze ur vaouez “a lar hag a ra” evit hor yezh, unan eus pennoù-skritell GBB 2021 eo neuze.

Talec Noguet quartet programm
digabestr-skeudenn-prog

Digabestr

11e50 - 00e35 Noz
(Leur Ñ )

Krouet eo bet ar strollad Digabestr dre gejadenn 4 lisead⋅ez eus lise Diwan. Tapet o deus an eil plas e kenstrivadeg an “Interlycées” e Lannuon e 2019.

Er strollad Digabestr ez eus 2 ganerez, ur violoñs hag ur gitar. Sonet e vez sonerezh hengounel ganto. Ur strollad nevez ‘walc’h e bed ar Fest-noz eo, a sach an dañserien⋅ezed hag ar riboulerien⋅ezed daveto, dalc’hmat !

Un tañva e video !

Modkozmik

00e45 - 1e45 Noz
(Leur Ñ )

E Roazhon eo bet krouet strollad Modkozmik goude bezañ bet war ar memes leurennoù festoù-noz gant strolladoù disheñvel. A-wechoù en em respont an drompilh hag ar saksofon evel ur c’houplad sonerien, met e mareoù all setu unan o tougen egile skoazellet gant ar c’hlavier. Ur skipailh brezhonegerien int ivez, lod er C’hreiz Breizh Akademi 7 memes.

Er strollad : Yann-Ewen L’Haridon (Saxo, kan), deuet eo dija e GBB e 2019 gant e daouad L’harridon-Nedelec, Louri Derrien (trombilh, kan) ha Clément Dallot (klavier)

Un tañva e video !

MODKOZMIK-prog
Plu programm

Plu evit an Tawlfyl digidol

3e-5e GM
(Teltenn Pol Radio)

Ar sonadeg niverel gant Plu a zeuio eus Bro-Gembre gant hor c’heveler, ar festival kembraek Tafwyl. Div c’hoar hag ur breur a zo er strollad : Lan, Marged ha Gwilym Rhys eus Caernarfon e norzh Bro-Gembre.

Plu (hag a dalvez “pluenn”) a ginnig sonerezh pop-folk e kembraeg. War e bevare bladenn emañ ar strollad.

Abaoe 2018 ez eus ur c’hevelerezh etre hon div vroad : Breizh ha Bro-Gembre. Aet eo skipailh GBB da weladenniñ ar gouel Tafwyl e 2018. E 2019 e kasemp maout an Taol-lañs eno : Ukan, tro ‘neus bet ar strollad da soniñ e Bro-Gembre ha da brofitañ eus ur veajig profet dezho. E GBB 2019 e oa deuet ar strollad rock Chroma en hor fest. E Miz Mae 2021 o deus Emezi (kampion an Taol-lañs 2019) sonet en Tafwyl dre ur sistem video niverel. Kenderc’hel a ra an avantur asambles neuze, evit magañ hor yezhoù c’hoar.

Un tañva e video !

11e30 - 12e30 Testeni : Labourerien-douar Bouzar

Prezegenn e yezh ar sinoù troet e brezhoneg

Boaz eo bed al labour-douar e Breizh da stourm evit talvoudekaat ha diorren o micherioù. Bez ez eus labourerien-douar Bouzar ivez hag a gas o obererezhioù da benn gant nerzh.
Gant Magali ha Laurent Guérin eo bet adkemeret ti-feurm familh Laurent da heul tri rummad peizanted. Labourerien-douar Bouzar int. Menet ha youlek int. Gant al loened hag an natur e plij dezho labourat.
Penaos e teuont a-benn d’en em dennañ? Daoust hag ez eus labourerien-douar Bouzar all e Breizh hag e Bro-C’hall? Nevez zo eo bet krouet ar gevredigezh “Labourerien-douar Bouzar eus Frañs”. Peseurt palioù zo gant ar gevredigezh-se?

2e - 3e30 : Evit ma vevo hor yezhoù

Taol-grenn : Evit ma vevo hor yezhoù : “ha bremañ *, petra ‘vo graet ?”
(goude bet tamallet al lezenn Molac gant ar c’huzul Bonreizhel)
Aozet e vo ur c’hendiviz e anv ar strollad “Evit ma vevo hor yezhoù” krouet en diskar-amzer 2019 o vodañ an holl gevredigezhoù o tifenn ar yezhoù “rannvro” e Frañs. Boet en doa ar strollad miliadoù a dud e Frañs evit difenn ha gwareziñ hor yezhoù da heul an dam darnel bet embannet a-enep al lezenn Molac.

Kadarnaet eo bet bezañs François Alfonsi, kannad europat a vro Korsika, ha Paul Molac, a orin eus al lezenn, kannad eus ar Mor BIhan.
Emaomp o c’hortoz e vo kadarnaet pedadennoù kaset da gannaded ha senedourien eus Euskadi hag Okitania. Arzourien Okitan perzh eus ar strollad Barrut a vo amañ ivez evit reiñ o savboent war stad yezh bro Okitania.
Lusket e vo ar c’hendiviz gant Maïwenn Raynaudon, kaztennerez ha brezhonegerez eus ar ar gelaouenn “Bretons”.

5e - 6e15 : Treuzkas brezhoneg er familhoù - Gant Katell Chantreau

Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet choazoù yezhel ar gerent gante : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an dalvoudegezh bet roet d’ar yezh en istor personel, ar santimant barregezh war ar brezhoneg, ar jener, ar pried, ar vugale, ar rouedad skoazell, ha me oar. Pouezus eo bezañ emskiant eus an elfennoù-se evit doujañ ouzh choaz personel pep hini ha, marteze, ijinañ doareoù da souten an tadoù hag ar mammoù zo en em lañset b’an treuzkas brezhoneg d’o bugale.
Kinniget gant Katell Chantreau, doktoradez war Skiantoù an Deskadurezh / CREAD & KEBK / Skol-veur Roazhon 2.

Ar Vro Bagan
"War hent Youenn Gwernig"

4e30 - 6e30 gm
(Sal ar gouelioù, degemer adalek 4e15)

Un abadenn nevez kinniget gant strollad Ar Vro Bagan gant kan, sonerezh, c’hoariva ha video eo “War Hent Youenn Gwernig”. Un abadenn dibar e vo e GBB 2021 a dalc’h neuze gant hengoun hor Gouel Broadel, rak n’eo ket ar wech kentañ d’Ar Vro Bagan daremprediñ hor fest. Maread a dud o deus soñj eus arvestoù bet kaset e Speied gwechall moarvat.

An abadenn : Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner ha kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari, kanerezed. Ober a ra anaoudegezh gant Jack Kerouac (Beat Génération). Distro e Breizh e kan evit ar stourmoù sokial ha sevenadurel. Rener an abadennoù brezhonek e FR3 Roazhon e 1983. Ur gwir varzh, ur stourmer, laouen, uvel ha digor war ar bed. Un den mat !

Tremen a ra ar pezh-c’hoari en ur studio TV. Emaer oc’h enrollañ un abadenn diwar-benn buhez hag oberennoù Youenn Gwernig. Pedet eo bet an arvesterien⋅ezed da gemer perzh en abadenn-se. 

AR-HEN-YOUENN-GWERNIG
GBB- STALIG PIBA

STALIG SON TEATR PIBA

Da 1e30, 2e30, 3e00, 3e30, 7e et 7e30 GM
(Gwenojenn ar Vugale)

Gant komedianed Teatr Piba e vo c’hoariet war eeun un tamm deus ur fiksion radio. An arvester.erez, staliet kaer en un transat a vo “soubet” en un endro son a-drugarez d’ur sistem tokarn-son war e zivskouarn.
Ur gaozeadennig gant an arvestourien.ezed a vo da heul ha kinniget ‘vo dezho klask c’hoari int ivez ur senennig dirak ar mikro gant alioù ar skipailh.

KLEW POUPON

da 11eur vintin, 4e20 ha 5e40 gm
(Er Stal Vras - La Grande Boutique)

Kinniget e vez gant Klew Poupon d’ar re vihan tout un dizoloadenn barzhoniel tro-dro sonerezh hengounel Nolùen Le Buhé, tonioù violoñs Yuna Leon ha yezh ar sinoù Thumette Leon. Un arvest dibar eo neuze : liesyezheg brezhoneg / Yezh ar sinoù. Berrpad eo (20 munut), ha klotañ a ra mat tre evit ar vugale vihan tout dindan 5 bloaz.

Kanaouennoù, rimostelloù, divinadelloù a vez graet gant ar vugale. Gant fent e vez desket dezho selaou gant an daoulagad, klevout hep divskouarn, kanañ gant ar c’horf.

Er Stal-Vras (la Grande Boutique) e vo c’hoariet an abadenn,  maez ar fest. Bezit d’an eur rak ne vo ket kalz plas evit pep arvest : da 11eur vintin, 4e20 ha 5e40.

klew-poupon-prog

Diskouezadeg "soñjoù ha bedoù faltaziek" - Anna Preden
Adalek ar 16 a viz Even

“Hetiñ a ran treuzkas talvoudegezhioù ha rannañ ar pezh a zifennan : ar brezhoneg hag an endro.

Adaozañ a ran skorioù disheñvel hag implijout a ran ar bed faltaziek, dre lavarennoù brav, evit lakaat da huñvreal pe prederiañ. Evel stourmerez en em welan hag un doare da stourm eo al liverezh. Er bloavezhioù da zont e hetan dasseniñ kan ar yezh-se c’hoazh, evel hini an endro. Ezhomm ‘m eus da livañ ar pezh a welan, ar pezh a vevan, ar pezh a soñjan… Hag ur skor soñjadurezh  hag ijin dispar eo al liverezh”.

anna preden

C'hoarioù video

petra c'hoari ganit

A-hed an abardaevezh

Karaoke Kentelioù An Noz

Karaoke

A-hed an abardaevezh

Kwizz Brezhoneg

kwiz 2021

3e GM

Enskrivadurioù : degemer@dao.bzh

Levrioù o pourmen

Levrioù

Hulahoop

hulahoop

2e-3e30 gm

Atalier Sirk

cirk

3e-6e gm

Tournamant Melldroad

Affiche du tournoi de football de GBB 2021

2e-6e gm

Titouroù :
Skipailhoù 7 c’hoarier·ez gant 2 blac’h da nebeutañ
2€ evit pep den

Enskrivadur dre ret : tournamant.melldroad@gmail.com

Stand gwenanerezh

gwanerez

A-hed an abardaevezh

Masterclass Barrut 10e mintin - 1e gm

BARRUT-prog

Ar staj kan okitanek a vo kaset da benn d’ar Sadorn 3 a viz Gouere gant div ganerez : staj 3 eurvezh, hanter amzer evit deskiñ teknik ar c’han okitan, hag hanter all ar staj evit pleustriñ ha deskiñ ur ganaouenn okitanek klok. 22 plas a vo. Priz leun : 25 € ; 10 € evit an dud a-youl vat. (erru da 9e45. Kregiñ a ra da 10eur)

Muioc’h a ditouroù amañ.

Enskrivadur amañ !

Pass yec’hed : ar stummadur vo ‘maez ar fest, pass yec’hedel ret ebet, na maskl ebet. Evit ar sonadegoù, ar pass yec’hed vo ret avat (test e ti un apotiker e 15 munud).

Gouren : Tournamant Sam Poupon 2021
2 eur gm

Tournamant Gouren GBB2021

Aozañ a ra Skol Gouren Ar Faoued 21vet tournamant Sam Poupon e Langoned e-kreiz Gouel Broadel ar Brezhoneg : tournamant ar Mor Bihan nemetañ a c’hell profañ ur maout bev d’ar baotred, hag unan eus ar re bouezusañ evit ar gourenerien ! 23 bloaz ‘zo ne oa ket bet kinniget tournamant ebet e-kreiz Gouel ar Brezhoneg (an embann boutin diwezhañ a oa e 1998).

Deuit da galonekaat gourenerien ha gourenerezed ar rummadoù-mañ : paotred 16-17 vloaz, merc’hed, paotred dindan 70kg ha paotred ouzhpenn 70kg !
Prest oc’h ? Krogit !

Pourmenadenn

pourmenadenn raok

Baleadenn-hañv e Bro ar Roue Morvan gant Raok. Deuit d’ober anaoudegezh gant lec’hioù kaer Kreiz-Breizh, flapiñ gant an dud ha kejañ ouzh brezhonegerien ha brezhonegerezed eus ar vro.

Atalier : Ar c'henasantiñ

difenn

4e-6e gm

Kinnig a ra Difenn un atalier deoc’h diwar-benn ar c’henasantiñ dreist-holl e bed ar gouelioù e vo. Tro hor bo da bleustriñ un nebeud strategezhioù emzifenn ivez. Padout a raio 2 eurvezh. 12 plas a vo hag ul listenn gortoz evit an dud dedennet. Enskrivadur dre ret : festival@gbb.bzh

Atalier staot war-sav

difenn

A-hed an abardaevezh ha nozvezh

Atalier skritur enlaka

skritur en lakañ

Filmoù chakod (gant Daoulagad Breizh)

filmoù-chakod

Muioc’h a ditouroù amañ !

An Alc'hwez Aour

an alc'hwez aour

E sinema Gourin gant ar sevenour d’ar Yaou 8 a viz Gouere, 8E30 noz.

Er bloavezhioù 60 e veze komzet ar yezh ingal e kêriadennoù Breizh Izel, met chomet e oa a-sav ar bras eus an dud da gomz anezhi ouzh o bugale.
D’an deiz hiziv un 20 000 bugel bennak a zesk ar yezh e skolioù divyezhek. Pep bloaz e vez degadoù a dud o vont da zeskiñ ar yezh dre ar stummadur dibaouez evit ijinañ ur vuhez gant ur vicher nevez. Diaes eo beajiñ war hentoù pe e kêrioù Breizh Izel hep merzout panelloù divyezhek…

Stal echedoù

Stal echedoù

3e GM

Serigrafi

serigrafi

Chi-Qong

Chi-Qong

11e vintin ha 3e30 gm

Ul leur c'hoari a vo er gouel, un dachenn leton evit azezañ ha diskuizhañ. Tu vo d'ar vugale debriñ traoù lipous evel dienn skorn pe koumoul sukr ha krampouezh. Peadra da cheñch ar pouponed a vo e sal ar vediaoueg ivez. Plijadur e-leizh a vo evit ar vugale ivez !

Klew Poupon

da 11eur vintin, 4e20 ha 5e40 gm
(Er Stal-Vras - La Grande Boutique)

Kinniget e vez gant Klew Poupon d’ar re vihan tout un dizoloadenn barzhoniel tro-dro sonerezh hengounel Nolùen Le Buhé, tonioù violoñs Yuna Leon ha yezh ar sinoù Thumette Leon. Un arvest dibar eo neuze : liesyezhek brezhoneg / Yezh ar sinoù. Berrpad eo (20 munut), ha klotañ a ra mat-tre evit ar vugale vihan tout dindan 5 bloaz.

Kanaouennoù, rimostelloù, divinadelloù a vez graet gant ar vugale. Gant fent e vez desket dezho selaou gant an daoulagad, klevout hep divskouarn, kanañ gant ar c’horf.

Er Stal-Vras e vo c’hoariet an abadenn (la Grande Boutique), er-maez eus ar fest. Bezit d’an eur rak ne vo ket kalz plas evit pep arvest : da 11e vintin, 4e 20 gm ha 5e 40 gm.

klew-poupon-prog
Kat et Fred

Kat & Fred

Eus 3e gm da 4eur GM
(Leur Ñ)

Barrek-kenañ eo Katell ha Fred evit desachañ evez ar vugale. An abadenn, kaset e brezhoneg hag un tamm kembraeg ha saozneg a gaso ar vugale hag an arvesterien⋅ezed war roudoù al loened.

Abadenn Sirk

Etre 4e ha 7e gm

2 animatour a-vicher a vo evit deskiñ d’ar vugale arz ar sirk. Ambrouget neuze gant Gwenole Jaouen e c’hello ar vugale deskiñ ur bern traoù : jongliñ, ober monocycle, pignat war bouloù, lakaat da dreiñ asiedoù. Etre 4e ha 7e gm.

Sirk

Abadennoù margodennoù

Da 2e ha da 5e gm
(Pagode "Gwenojenn ar Vugale")

Kinniget e vo gant Maryvonne Berthou abadennoù bihan margodennoù d’ar vugale etre 2 vloaz ha 7 vloaz. Pep abadennig a bad 10 minutenn pe ur c’hard eur d’ar muiañ tout.

Abadenn lenn

da 11e45 mintin ha da 4e15 gm

Abadenn lenn e brezhoneg evit ar vugale er mediaoueg !

Alwena a gonto deoc’h istorioù brav !

Abadenn Lenn
hulahoop

Hulahoop gant Cap’tain Paillettes !

2e gm