Bezañ a-youl vat


C’hoant ho peus da gemer perzh e aozadur GBB#2023 ? An enskrivadurioù n’int ket digoret c’hoazh. Deuit memes tra war ar bajenn Kemer perzh en aozadur evit bevañ a tro-kaer-mañ ganeomp!

Un darvoud a-feson eo GBB evit komz brezhoneg ha kejañ gant brezhonegerien ha brezhonegerezed all ! Aon ho peus n’eo ket mat a-walc’h ho live ? C’haont ho pefe pediñ mignoned·ezed ha na gomz ket brezhoneg ? Rit ket bilh ! Kinnig a rimp d’an holl a fell deoc’h un tañva d’ar brezhoneg a-raok kregiñ e-barzh.

Skipailh GBB a implij servij Volunteo.com — keveler ar festival — ur benveg a-feson evit degemer ha merañ ar youlidi. E brezhoneg eo bet troet al lec’hienn !