Un doare da azasaat ar raktres “Bugale Kreiz Breizh” war tachenn Kemperle eo “Bugale GBB”. Gant eo bet cheñchet lec’h ar gouel, cheñchet eo bet anv ar sonadeg ivez. Ar pal, koulskoude zo chomet heñvel-mik : bodañ skolidi skolioù divyezhek ar vro evit kanañ asambles war al leurenn. Mod-se e vez bodet bugale deus an 3 rouedad kelenn : Diwan, Div Yezh ha Divaskell, perzh n’eo ket alies. Ar chañs o deus da vout ambrouget gant ur gwir strollad sonerion·ezed a-vicher. 10 kanaouenn bennak a vo kinniget e-pad ar sonadeg, skrivet pe troet e brezhoneg ha kempennet ar sonerezh gant ar sonerion·ezed a-vicher. Liesseurt eo an doniaoueg : tonioù hengounel, gwerzioù, met ivez tonioù a-vremañ (Zaho de Sagazan, Angèle) pe brudet d’un doare etrevroadel (Queen, Pink Floyd). Ijinet eo bet ar raktres-mañ gant Jonathan Dour, soner a-vicher. Abaoe 2012 e vez aozet ar sonadeg e Kreiz-Breizh. Bodet ‘vez ouzhpenn 300 bugel asambles war al leurenn. Heuliet ‘vez gantañ pep klasad o kemer perzh, skoazellet bras gant ar skolaer pe ar skolaerez. Ouzhpenn ar sonadeg e GBB, ur gwir raktres pedagogel eo. Gant “Bugale GBB” e vez lakaet ar vugale da zizoleiñ ar sonerezh d’un doare pleustrek : al lusk, an heson hag ar selaou. Un doare eo ivez da lakaat skolidi deus skolioù disheñvel da labourat asambles, ha da gejañ. A-drugarez da “Bugale GBB”, e wel ar skolidi eo ar brezhoneg ur yezh komzet er-maez deus ar skol. A-bouez eo evit spered ar gouel e vo ar yaouankiz o kemer perzh er vodadeg vras ar vrezhonegerion GBB. Neuze arabat c’hwitañ embann 2025 ar sonadeg, embann 1añ “Bugale GBB” e Maner Kernod e-pad GBB d’ar Sul 06 a viz Gouere da 3egm war al Leur Ñ.