Maner Kernod
Maner Kernod a oa bet kroget da sevel er 15vet kantved, ur park 30 hektar tro-dro dezhañ. E-touez ar 5 lec’h meret gant Diazezadur publik ar c’henobererezh “Chemins du Patrimoine en Finistère” emañ, gant ar raktres sevenadurel : lakaat war wel ar c’hendalc’h, ar cheñchamantoù ha troc’hoù gant an amzer dremenet. Savet ‘vez ganto goulenn an diforc’hioù, ar perzh a vez tu degas etrezomp, ha liesseurted an natur hag ar sevenadur.
Ar greizenn teuliaouiñ hag enklask war al lennerezh dre gomz a zo bet degemeret e maner Kernod. Ul lodenn hag ar greizenn enklask brezhonek ha keltiek (UBO brest) eo. Oc’h ober enklaskoù war ar c’homzoù, forzh peseurt stumm, kement ha war ar faltazi emañ.
Eno e vez kinniget istorioù o lakaat war wel al liammoù gant ar bed a-vremañ. Darvoudoù a bep-seurt a vez a-hed ar bloaz :
diskouezadegoù liesyezhek, da skouer : “Quand la mer monte. Terre et cités englouties” e 2025, hag obererezhioù hanterouriezh : dizoleiñ ar gwez da skouer.
War evezh eo ar maner war ar monedusted, ha neuze d’un doare naturel eo bet dibabet ar maner Kernod evit degemer Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2025 hag e 2026.
