“Yezh ar bobl, yezh ar vro”
a zo unan eus luganoù GBB. C’hoant hon eus da ziskouez kement-tra ‘z eus tu ober e brezhoneg hiziv an deiz :
- Krouiñ oberennoù arzel a-vremañ a fell deomp lakaat da zizoleiñ : sonerezh, c’hoariva, sinema, poltriji…
- Kaozeal eus a bep seurt temoù da vare taolioù-krenn aozet gant tud arbennik : ekonomiezh, lennegezh, ekologiezh, politikerezh…
- Bezañ en e vleud en e gorf hag en he bleud en he c’horf : Setu perak e vez aozet un tournamant mell-droad, abadennoù yoga, kenstrivadegoù paledoù.
- C’hoari ! Gant c’hoarioù koad, war ur c’hastell c’hwezh, gant echedoù, en un escape game…
- Labourat. 90% eus an dud a-youl vat a gomz brezhoneg pe a zo o teskiñ (ya ‘vat ! Labour a-youl vat ‘zo labour atav. Ha kalz labour ‘zo ni lar deoc’h). Al lod brasañ eus ar re a-vicher a labour ganeomp evit aozañ ar gouel a labour e brezhoneg war ar pemdez.
Brezhoneg, yezh ofisiel e Breizh a fell deomp. Un doare eo GBB da lakaat ar pal-se da wir e-pad un dibenn-sizhun !
Re alies e vez gwallgaset ar merc’hed er gevredigezh hiziv an deiz c’hoazh. Feulster a c’houzañvont, nebeutoc’h e vezont paeet eget ar baotred pa reont ar memes labour, a-gostez e vezont laosket e postoù galloud ar gevredigezh (embregerezhioù, politikerezh, kevredigezhioù…), kalz nebeutoc’h a arzourezed a vez pedet war al leurennoù…
War evezh eo skipailh GBB, diwar-benn plas ar merc’hed e bed an arvestoù bev. Traoù a zo da vout lakaet e plas gant aozerien·ezed darvoudoù evit doujañ diouzh an ingalded merc’hed-paotred en dachenn-mañ, met er gevredigezh dre vras ivez.
Ur bodad labour zo bet savet e 2021, evit soñjal e plas ar merc’hed er gouel. Kendalc’het e vez al labour evit ma pado ar pezh zo bet lakaet war-sav, ha diorren traoù nevez :
- embann splann talvoudoù ar gevredigezh hag ar festival e-keñver ar gevatalded merc’hed/paotred hag ar fed ne vo ket asantet emzalc’hioù dizereat.
- dibab palioù da dizhout e-keñver an niver a verc’hed e pep rummad (arzourien⋅ezed, tud a-youl vat, tud e penn ar skipailhoù, hag all hag all) evit bezañ sur ez aio war-raok a vloaz da vloaz.
- lakaat traoù e plas evit diwall diouzh ar feulster a-enep ar merc’hed war ar gouel : ne vo asantet emzalc’h dizereat ebet ! (“Ket = Ket, Ket + Ket = Ket, Ket + Ket + Ket =… KET c’hoazh !”)
Unan eus perzhioù ar vevliesseurted eo al liesseurted yezhel. Doujañ ouzh hon endro, chom hep saotrañ, beveziñ lec’hel a fell deomp ober da vare GBB eta. Daoust ma koust keroc’h an hent-se a-wechoù c’hoazh, hon eus dibabet :
- Pourveziñ ar fest gant energiezh nevezadus, kevelourel hag eus ar vro. Gant Enercoop Breizh e vez prenet an tredan.
- Kinnig boued bio evit an darn vrasañ anezhañ hag eus ar vro.
- Digreskiñ hol lastez ha diveskañ anezho. Abaoe 2015 dija ne ginnigomp ket mui a c’hobeledoù plastek da lakaat er boubellenn met gobeledoù plastek kalet hag a zo tu da adimplij meur a wech. E 2019 hon doa kinniget fourchetez, loaioù ha kontilli tir hepken evit chom hep implijout reoù plastek. An holl asiedoù oa e feilhañs pe e kartoñs. Chom a ra labour deomp evit bezañ ur festival “hep lastez ebet” met gant ho skoazell e c’hellimp mont pelloc’h.
- Kinnig deoc’h privezioù sec’h (trugarez d’ar brenn-heskenn !) 😉
- Broudañ ar c’henweturiñ. Gouzout a reomp n’eo ket aes mont betek Langoned gant ar c’harr-boutin. Gant an arload bev.bzh ez eus tu da gavout tud prest da rannañ o oto evit mont d’ar fest!
War unvanekaat ez a ar bed, ar sevenadur hag ar sonerezh. Koulskoude, amañ e Breizh ez eus arzourien·ezed koulskoude o krouiñ e brezhoneg sonerezh dibar hag a-vremañ. Dre an Taol-Lañs e fell deomp reiñ tro dezho da bignat war al leurenn ha da seniñ dirak muioc’h-mui a dud. Siwazh eo re verr ar festival evit pediñ kement arzour.ez a blijfe deomp. Ur programm kempouez a glaskomp sevel daoust da se evit plijadur an holl : sonerezh sonet ha kanet, gant binviji pe elektro, da selaou ha da zañsal !
Bep tro e pedomp ivez ur strollad eus an estrenvro. Un doare da zizoleiñ livioù nevez ha da greñvaat an darempredoù etre ar pobloù minorel en Europa: Okitania, Bro-Gembre, Katalonia…
Heuliañ a reomp evezhiadennoù fur Levr gwenn ar skignañ arvest bev evit kinnig d’an arzourien.ezed ar gwellañ aozioù labour posupl. Soñjal a reomp eo an Arz, ne vern peseurt stumm, a-bouez evit Mab-den hag evit bevañ asambles er gevredigezh. Gant ma c’hello ar re a zegas, a diwar o micher !
Labour mat a vez graet gant tud ar vro ! Perak mont da glask produioù pelloc’h? Artizaned.ezed ha koñversanted.ezed ar vro a zibabomp evit pourveziñ ar fest :
Bier eus D’istribilh e Plouider ha Coreff e Karaez
Kafe L’hermine gourmande Gourin
Boued Biocoop An Oriant
Baraer Gourin ha Langoned
bleud an ispisiri “De la cave au jardin” eus Langoned
Tineller Cosperec e Langoned
Moulañ skritelloù ha programmoù gant Impri’Plast e Gourin
Ticheurtoù ha chupennoù gant Stered e Roazhon
Feurm sono gant Galloud eus Mur
Koroll Sonorisation e Mur
Buro Butun e Langoned
Ti ar Forner e Langoned…