E 1925 e oa bet krouet al luskad Gwalarn, anv ur gelaouenn lennegel e brezhoneg.
Fellout a rae da luskerien al luskad Gwalarn krouiñ ul lennegezh e brezhoneg par d’ar re anavezet er bed.
Gant ur strolladig skrivagnerien (evel Youenn Drezen, Abeoazen, Roparz Hemon, Frañsez Valle
Kerverziou, Yann-Eozenn, Xavier Langleiz, Yeun ar Gov, Jarl…), e teuio ar brezhoneg da vezañ benveg al likañ mennozhioù hag ar c’hizidikañ trivliviadoù.
100 vloaz goude, petra a chom eus ar luskad-se ?
Peseurt hêrezh en deus degaset al luskad evit al lennegezh hag ar c’hrouiñ lennegel a-vremañ e brezhoneg ?
Kendiviz e brezhoneg (troet war ar prim e galleg) lusket gant Bernez Rouz (prezidant kozh Kuzul Sevenadurel Breizh), prehzidi : Magali Baron (Kuzul ar brezhoneg), Tristan Loarer (Skol-veur Roazhon 2), Loeiza Duigou (skrivagnerez), Glenn Gouthe (kelenner), Fulup Lannuzel (skrivagner)