Fall Foen

Prest da zañsal gant strollad Fall Foen? Kalz startijenn a zo gant ar strollad fest’noz-mañ. Gant Gwennan Rault ha Loeiza Audran o kanañ, Fabian Cadudal diouzh an akordeoñs, ha Gweltas Rault o seniñ saxo. Energiezh ar c’han hag an doare seniñ a lako ac’hanoc’h da zañsal sur eo ha n’eo ket marteze! Gant an anv “Fall Foen” e vez lâret pep tra : ar follentez hag entan ar sonerezh a zo gete.

Leur Ñ

05/07/2025

21 : 15

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025