Kinnig a ra Newenn Turbiau ul labour etre graferezh, skeudennaouiñ ha linogravadur, ma vez roet ur plas bras da sevenadurioù Breizh. Ergerzhiñ a ra tem an identelezh dre ar stummoù, ar sinoù hag an tipografiezh. Maget eo bet gant hêrezh ar Seiz Breur : adkemer a ra ar c’hodoù grafek, ha treiñ a ra anezho war stummoù ha temoù nevez.