Ur meskaj etre reggae-roots ha « trip-hop-iskis » ! He-unan àr ar leurenn vez kanet geti sonennoù ha sonerezh krouet geti penn-da-benn àr he urzhiater pe get he guitar akoustik. Awenet eo Anna Graham get an Natur, ar speredelezh, beajoù hag ar garantez èl-just ! Eviti eo ar sonerezh un doare livañ taolennoù sonek, kontañ istorioù ha krouiñ endroioù ijinel, a-wezhioù pell ag ar bed-mañ.