Amelik a ginnig deomp ur veaj etre ar brezhoneg dre ar c’han ha sonioù ar Reter gant an oud. Ambrouget eo gant Moustapha Sadaoui e darbouka ha bendir.Un aergelc’h denel a zo gant he sonerezh, evel mont e-barzh ur bedig prevez. Liesliv eo an tonioù, etre ur bedadenn da veajiñ hag ar c’hoant d’ober gwrizioù.