SINEMA – “ETRE BREIZH HAG AR BROIOÙ KELTIEK” GANT EMMANUEL ROY

Dizoloit Crush, unan deus filmoù berr diwezhañ Emmanuel Roy. Crush a zo un istor karantez met ivez un istor a eskemmoù krouet a bep tu deus Mor Breizh, etre glannoù Breizh ha Kerne-Veur. Ar film a zo bet sevenet e brezhoneg hag e kerneveurek gant komedianed ha teknisianed eus an div vro ! Kendalc’het e vo da zizoloiñ al liammoù hag a zo etre ar broioù etrekeltiek gant Bev, un heuliad poltridi (8 gwech 10 munutenn) hag a ya da gaout brezhonegerezed ha brezhonegerien a-orin eus ar broioù keltiek all, kar d’hon hini dre ar yezhoù, en tu all da Mor Breizh, Mor Iwerzhon, hag ar Mor Keltiek. Komz a reont yezh kozh o broioù : ar c’herneveureg, ar c’hembraeg, ar gouezeleg iwerzhonat pe skosat, ha desket o deus ar brezhoneg. Skignet e vo poltred Eva, ur vaouez yaouank a-orin deus bro-Iwerzhon a heuil he studioù e Roazhon. Kelenn a ra ar gouezeleg e skol-veur Brest ivez ha bevañ a ra e brezhoneg. Eva Ní Mhealláina vo ganeomp evit rannañ ar gaoz goude an abadenn !

Sal diskouezadeg

27/06/2026

18 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025