Anna Preden

Dizoloit 4 zaolenn livet gant Anna Preden e GBB. Evit gwir on ul livourez hag a vesk hollvedoù disheñvel, hanter-hent etre an ijin hag ar gwirvoud, etre an huñvre hag an emskiant. Al lavarennoù e brezhoneg ouzh an taolennoù a ro tu da liammañ aes ar skritur ouzh ar skeudenn ha da reiñ ur perzh filosofel ha faltaziek d’ar skeudennoù. Troet eo al lavarennoù e galleg hag e saozneg ouzh ar c’hartelloù e-pad an diskouezadegoù. Livañ zo un doare da storum evit ar yezh, met evit an endro ivez hervezon. Dre hanterouriezh ma zaolennoù e c’hoantan «treuzkas un dra bennak, degas fromadennoù, lakaat da huñvreal pe d’en em soñjal» Rak barzhoneg ar gerioù a c’hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur.

Kêriadenn ar brezhoneg

digoust

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025