Taol-grenn “100 vloaz Gwalarn”

E 1925 e oa bet krouet al luskad Gwalarn, anv ur gelaouenn lennegel e brezhoneg. Fellout a rae da luskerien al luskad Gwalarn krouiñ ul lennegezh e brezhoneg par d’ar re anavezet er bed. Gant ur strolladig skrivagnerien (evel Youenn Drezen, Abeoazen, Roparz Hemon, Frañsez Valle Kerverziou, Yann-Eozenn, Xavier Langleiz, Yeun ar Gov, Jarl…), e teuio ar brezhoneg da vezañ benveg al likañ mennozhioù hag ar c’hizidikañ trivliviadoù. 100 vloaz goude, petra a chom eus ar luskad-se ? Peseurt hêrezh en deus degaset al luskad evit al lennegezh hag ar c’hrouiñ lennegel a-vremañ e brezhoneg ? Kendiviz e brezhoneg (troet war ar prim e galleg) lusket gant Bernez Rouz (prezidant kozh Kuzul Sevenadurel Breizh), prehzidi : Magali Baron (Kuzul ar brezhoneg), Tristan Loarer (Skol-veur Roazhon 2), Loeiza Duigou (skrivagnerez), Glenn Gouthe (kelenner), Fulup Lannuzel (skrivagner)

Ti Forn

05/07/2025

14 : 30

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025