Sadorn 27 a viz Even 2026 : 6e00 – Leur Ñ Sul 28 a viz Even 2026 : 5e45 – Ꝃabared
Alis a zo ur ganerez jazz-pop yaouank deus Caermarfon e Bro Gembre. Ur bochad singles a zo bet embannet ganti ar blez paset, en o mesk ‘Y Stryd’. En he fozioù e kont he skiant-prenet evel plac’h yaouank. Seniñ a raio gant he strollad muzisianezed: Nel, Sioned & Cat. Pedet e vez strolladoù deus bro Gembre bep bloaz gant GBB, hag an hini a dap ar maout en Taol-Lañs a vo kaset enno ivez !