Ur bedadenn da zañsal eo Yourica, d’en em zigevreañ ha da zizoleiñ. Liesdiskiblezhel, awenet eo Yourica gant an drum ‘n bass, dub, elektro, hip hop, sonerezh-benveg breizh, betek an acidcore hag ar sonerezh tekno… C’hoari a ra gant skratch, standilhonoù mouezhioù lourennek ha binvioù a lak e sonerezh da veajiñ e-touez stiloù disheñvel.
DJ evit ar strollad Plouz & Foen eo ivez Yourica. Un daouad rap e brezhoneg leun a startijenn o reiñ lañs d’ar sonerezh a-vremañ e brezhoneg.