Un tamm mat a hent o deus graet an daou lampon abaoe An Taol-Lañs 2019. Enno o doa kinniget d’ar publik “Piv a zo o klask” ha lakaet o doa tan war al leurenn. Met fresk e oa c’hoazh an daouad d’ar mare-se hag ar juri o doa kaset dezho o gourc’hemennoù gant ar mennet “taol-fromm”. Embannet o doa un EP 1añ anvet “M’Lampon” (da selaou war o chadenn YT pe Soundcloud). Ne vern ! Distroet int e Langoned e 2023 gant tonioù nevez kompozet hag ur voest leun gant alumetez. Pep tra o deus lakaet da Strakal (ur vombezenn an ton-mañ ! ) Hag hiziv ? Aet eo er maez e miz Du 2024 o fladenn gentañ “Fiskal an dafar lod.1” gant o fevare klip “Fiskal an dud”. Tro ho po da selaou outo e Kemper evit fest-noz Kalanna e miz Kerzu 2024, pe e Naoned, Roazhon, Plerin da vare ar festival Zef et mer e miz Genver 2025. Pe c’hoazh en Novomax e lodenn gentañ ar rappour Benjamin Epps e miz Meurzh 2025 !
Hor mignoned ha mignonezed a zo o chom e Bro-Gembre o do tro da zizoloiñ anezho en Tafwyl 2025 e miz Even e Kerdys. Echu a rimp hon c’henlabour gant ar strollad gant ur sonadeg souezhus d’ar Gwener 4 a viz Gouere 2025 e Maner Kernod, Mellag evit klozañ nozvezh An Taol-Lañs. Perak e vo souezhus ‘ta ? Ma lavaromp deoc’h ne vo ket ur souezhadenn ken ;)