N’omp nemet e miz du, met emañ dija skipailh Mignoned ar brezhoneg o kregiñ ‘barzh aozadur Gouel Broadel ar Brezhoneg. Keloù gentañ abadenn 2025 a zo bet roet en emvod kelaouiñ. Cheñchamantoù pouezus a vo gant stumm ar gouel. Emañ Claire Le Moing, kenurzhierez GBB é tisplegañ kement-se deomp diouzh mikro Aodren Trehin. Bep blez e vo neuze an abadenn e plas bep eil blez. E Mellag, kostez Kemperle e vo ar wezh é tonet. Kenlabourat a ray skipailh GBB get hini maner Maner Kernod a zegemeray ar gouel. Ti ar Vro bro Kemperle a vo ‘barzh ar jeu ivez.
— Keleier ar Vro gant Arvorig FM / Radio Breizh
Atersadennoù (amañ dindan) ha pennadoù : Le Télégramme & Ouest-France
Made in Brittany and by Breton speakers with ♡
© Mignoned ar Brezhoneg – All rights reserved – Legal notices