Echuet e vez gant Garlonn, loreadez an Taol-Lañs 2021 e rummad “Dazont” he bloavezh skoazell gant festival GBB. Tennet he deus gounid eus ar c’hevelerezh savet gant GBB hag an Echonova, lec’h daveet d’ar sonerezh a-vremañ. Degemeret eo bet div wech e studioù ar SMAC tolpad kêrioù Gwened. Tri devezh “rak-produiñ” he deus graet etre an 17 hag an 19 a viz Meurzh. Ha labouret he deus un devezh-pad diwar-benn an doare bezañ war al leurenn d’an 13 a viz Even. Echuet eo bet ar bloavezh gant ur “showcase” e tavarn BREF e Gwened, un doare eviti da lakaat e pleustr ar perzh he deus desket gant skipailh a-vicher an Echonova.