DISTRO WAR #GBB2021
An Taol-Lañs 2021
D'ar Gwener 2
Ar bloaz-mañ adarre eo bet digoret ar Gouel gant an Taol-Lañs d’ar Gwener d’an noz. Sonet o deus ar strolladoù war al leurenn en diavaez, war plasenn kreiz-kêr Langoned. E daou rummad e oa rannet an arzourien. Pep hini a zo bet filmet ha skignet e live war radio kevredigezhel (RBG, RKB, Arvorig FM, Radio Naoned, Radio Kerne…) Ha war facebook ivez int bet filmet, evit ma vo tu d’an arvesterien hag a zo bet stanket get ar kovid da wellout An Taol Lañs enlinenn.
Gant Madelyn Ann eo aet ar maout evit ar rummad a-vicher, pedet int bet da soniñ e darvoudoù all kevelerien eus GBB : ar festival etrekeltiek, Yaouank bistro, Deus’ta, EHZ… Ha gant Garlonn eo aet ar maout er rummad amatour. Profet eo bet dezhi tri devezh skoazell ha dizoloiñ e studio an Echo Nova e Sant Teve hag enrolladenn un EP gant ur studio a vicher!

Ar sadorn : ur programm liesseurt
D’ar Sadorn 3 a viz Gouere e oa ar strolladoù Talec-Noguet Quartet, Brieg Guerveno, Modkozmik, Rouyer-Ar Gall, Emezi, Digabestr hag Diridollou-Lavigne o soniñ. An arvesterien zo bet plijet bras ivez gant ar strollad kan liesvouezhiek oksitan “Lo Barrut”. Bezañ digoret da sevenadurioù all eo pouezus ivez evit ar Gouel.
3 leurenn c’hoariva e brezhoneg
Bodet eo bet muioc’h eget 110 den e sal ar gouelioù evit gwelout d’ar perzh c’hoari “War hent Youenn Gwernig” graet gant strollad Ar Vro Bagan. Er Stal Vras, ez eus bet ivez 60 arverster·ez d’an abadenn Klew Poupon evit ar vugale. Hag ar strollad Teatr Piba en deus kinniget c’hoariva chuchumuchet!
Kêriadenn ar brezhoneg
22 standoù, bodet asambles e keriadenn ar brezhoneg : embannourien.ezed, dilhadoù e brezhoneg…
Atalieroù hag abadennoù
Evit ar re vras hag ar re vihan : sirk, karaoké, c’hoarioù video, c’hoarioù a-stroll…
Sport a bep seurt
Gouren, tournamant melldroad, Qi-gong : ar bloaz-mañ ar festival oa d’ar memes mare hag an tournamant istorel Gouren ar Mor-Bihan er Faoued. Ar brederourien.ezed an tournamant Sam Poupon (Skol Gouren ar Faoued) o deus kinniget dilerc’hiañ an darvoud evit lakaat anezhañ e Langoned e-kreiz GBB. Gortozet bras e oa an tournamant (gentañ ar bloaz) gant ar c’hourenerien : etre 200 ha 300 arvesterien zo deuet da sellout diouzh ar 18 gourener o kenstrivañ.
Taolenn-grenn
– “Labourer.ez douar ha bouzar” : un emgav e yezh ar sinoù galleg ha troet war-eeun e brezhoneg ha galleg.
-“Evit ma vevo hor yezhoù” : boded eo bet amañ oberourien.ezed an deskadurezh dre soubidigezh ha politikourien.ezed.
-“Treuzkas ar yezh er familhoù” : Katell Chantreau a kinnig he labour war he zezenn.
Ur masterclass zo bet graet ivez e-pad GBB gant 2 arzour·ez ar strollad Lo Barrut diwar-benn an doare liesvouezhiek da ganañ.
Un atalier keodedel zo bet graet evit komz d’ar stourm a-enep ar raksoñjoù gant ar gevredigezh Difenn evit ar gevatalded merc’hed-paotred.
Fotoioù graet gant Florian Lannuzel, Mathieu Leguern, Baptiste Leroy, Michel Thierry, Loeiz Urvoy…
Adkavit an holl kendivizoù ha sonadegoù e replay war ar chadenn youtube!
Prezegenn : Labourerien-douar Bouzar
Sonadeg : Spi – Garlonn – Priz an Dazont